Translations:Wikimedia Highlights, September 2012/9/br
Appearance
Da heul un argerzh-envel foran ez eo bet embannet rollad seizh ezel mouezhier an FDC kentañ : Arjuna Rao Chavala (India), Dariusz Jemielniak (Polonia), Ali Haidar Khan (Bangladesh), Mike Peel (Rouantelezh-Unanet), Yuri Perohanych (Ukraina), Sydney Poore (Stadoù-Unanet Amerika), hag Anders Wennersten (Sveden). Ganto e vo Jan-Bart de Vreede (Izelvroioù) ha Patricio Lorente (Arc'hantina), hep ar gwir da vouezhiañ, evel dilennidi eus Kuzul-merañ Diazez Wikimedia. Susana Moraes (Portugal) zo bet anvet da hanterourez evit argerzh an FDC.