Multilingualism/br
|
[kemmañ]
Help Meta become more multilingual! Add content in your native language. | ||
|
Liesyezhek e tlefe Meta bezañ. Kouslskoude, e Gouere 2004 e oa e saozneg evit 85%. A-benn Genver 2005 ur strobad pajennoù nevez en alamaneg, japaneg ha galleg dreist-holl ha strivoù an holl droerien o doa lakaet an traoù da ziskenn e-tro 75% marteze. Mar fell da Wikimedia derc’hel d'e skeudenn, kenderc’hel da vezañ poellek gant ar politikerezh embannet gantañ evit ar bed-holl hag ober e vad eus ar pezh a zegas e holl izili e rank kenderc’hel da strivañ kalz muioc’h evit mont war-du al liesyezhegezh. Evit gwir, hiziv an deiz, n'eo ket mui ar saozneg yezh kentañ an darn vrasañ eus implijerien Metamedia Te ivez, sikour ac’hanomp da lakaat Meta e brezhoneg, lañset mat eo bremañ! Titouroù liesyezhekDaoust ma vez techet ur bajenn bennak da vezañ unyezhek; tu zo da reiñ titouroù da yezherien all ivez. Implijit o parregezhioù yezh!
Tu zo da ouzhpennañ ur varrenn-gostez (a-zehou) enni taolenn ar bajenn a zeskriv an danvez zo war ar bajenn, evel war ar bajenn-mañ. Mar plij troit an destenn er varrenn-gostez-se er yezhoù a anavezit hag ouzhpennit liammoù war-du ar pajennoù diwar-benn al liesyezhegezh war ar wikipediaoù a zarempredit. Broudit ho kenlabourerien hag o mignoned na skrivont ket saozneg da embann o soñjoù/mennozhioù war ar bajenn-mañ hag he fajenn brezeg (talk page) en o yezh dezho. Kavout a ra deomp eo mat d'an teulioù pouezus kaout ur varrenn-gostez gant un diverrañ liesyezhek evel-se.
Tu zo deoc’h ouzhpennañ un diverrañ eus ar bajenn gant Diverrañ. Talvoudus eo lakaat un diverrañ pa vez anv gant ar bajenn a draoù luziet ha p'hoc’h eus c’hoant da reiñ muioc’h a ditouroù estreget just ul linenn zeskrivañ.
Ma'z oc’h barrek war ouzhpenn ur yezh, lakait hoc’h anv war roll an droourien (ha sellit ivez There is also an English Wikipedia available). Marteze e viot dedennet ivez gant un tamm eskemm war an argerzh treiñ. Merañ ar raktres en ho yezh
Galv d'al liesyezhegezhKasit kemennoù d'an holl strolladoù yezh a anavezit! Lakait anezho da skoazellañ o yezh muiañ karet o kreskiñ corpus skrivet o yezh.
Pennadoù, h.a. diwar-benn yezhoù engenidik
Liammoù diabarzh
|